Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/31

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 30 —

speret. — Goejal, e me an den-man, ec’h en da goves, ha pe sonjan erfad e oan serten evurusoc’h neuse evit na c’houn breman ; muioc’h e oan en peuc’h ganin mac’h-unan, ha breman na ellan qen enem suportin : ho ! pesort deves malurus e meus tremenet hirie. — Ha ma c’hafen ive da goves ! — Ar song-man enem bresant voar an tol en he speret : hen spouronin e ra ; esa e ra hi fellaat hag e clasq mont ar mes deus an Ilis. Mes en eur vont quit e cred de-han aperseo ebars en dablen eur poent pehini na ne foa qet observet gant a oalc’h a attension. En tretant, e teu an ide-man dean : ma, ret eo din monet da goves ; tranqiloc’h e vin ; na noun qet c’hanaveet a man gant den ; na risqan netra. — Tostaad e ra d’ar govision hag ec’h antre an divean. Renqet e neus qemer cals voar he ourgouil, mes et eo er govision, ha Mari ec’h a d’hen sicour. — Cals a boan en eus evit commans, na al qet coms : en eur momet he galon a deu da deneraad ha da enem digorin hag he daoulagat e deu da vean evel diou feunten a daero a c’hlac’har pere a disam he gonsians. — Tremen e ra eun heur c’hanter er govision,