Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/29

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 28 —

riez, pajen 439.) Eur marc’hadour a bemp pe c’hoec’h vloa voarnugent oa et da Paris evit afferio he gonvers : ober e ra he goncho hag he varc’hajo, hag arretin a ra he blas ebars en dilijans evit retorn d’he vro. Mes evel oa ze ar sadorn ha ma na glee partian nemet d’ar sul en de voarlerc’h, hag evel na nefoa netra qen d’hen jenan, e sonjas tremen ar sadorn ous enem recreïn : mes ar gir deus ar recreasion en Paris, hag en cals a blaso all, ispicial en geno tud hep fe na condu, a sinifi enem lesel da vont da bep sort disurjo. Ober e ra ar pes a neus sonjet : scouis deus he deves malurus, ec’h arru voar ar blacen hanvet an Tado-Bian. En eur dremen e oel digor dor eun Ilis : antren e ra hep gout evit petra. Avans e ra, tremen e ra a dost d’am c’hovision ; (aman e commans comjo ar person dimeus ar barous-se, pehini a neus roet da c’hanaveout an histoar-man) goelet e ra en dro dezi c’hoec’h den ha casi oll tud ioanq : neuse ar marc’hadour e ra ar reflexion-man : sell tud pere e ia da goves, ha memeus tud ioanq ; ho ! pegen sot eo se ! — Avans e ra beteg aoter ar Verc’hes, chom e ra da exa-