Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/239

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Pell diousîn dre ma fec’hejo,
Siouas ! he’m eus distaulet :
        Mari ! Mari !
Ma æl mad a so en canvo,
Na gredan qen he bidi.

Goeac’h all me am eus pedet
Gant fians ma sant Patron,
Meur a c’hraç am eus recevet
Dre nerz he brotecsion.
        Mari ! Mari !
Pell a so he’m eus glac’haret ;
Penos dont c’hoas d’he bidi ?

Jesus en deus scuillet he oad
Evit prenan ma ine ;
Alies moës he garante
E deus galvet he zanvad.
        Mari ! Mari !
El lec’h coeel ous treid ma zad,
E talc’hen d’he offansi.

Gras Doue, tensor ma ine,
Ha me n’oc’h adcavîn qen ?
Joaio, evurusdet an Ee,
N’ho tanvaîn-me biqen ?
        Mari ! Mari !
En ifern gant an droug æle
Ha red a vo d’în lisqui ?

Nan, nan, Guerc’hes, en ho calon
Me am eus fians bepret,
Daoust pegen bras pec’her ma’z oun