Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/229

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


E-dro d’imp eur bed scandalus
Na offr nemed disurjou,
Dre-oll he ealan flerius
A c’houez poëson ar viçou.

Guerc’hes biniget,
C’houi eo mam ar burete,
Pellaet deus hon ine
Beteg ar sqeud dimeus ar pec’het.

Mari, Mam santel, etc.
Pell diouzîn, pec’het milliget,
Ta zouçder a so c’houero ;
Neb a danva joaiou ar bed,
Goude a scuillo daëro ;

Mes pegen eurus
Eo an ine a chom pur,
Hag a laq he flijadur
O serviji Mari ha Jesus !

Mari, Mam santel, etc.




MARI A GUNDU D’AN ENV.


Ton : Grâce, grâce, suspens.


Deus, deus, a lar ar bed, d’am joaiou, heuil ma lezen,
Me rei d’id plijadur epad ta oll vue…
Moes eur Verc’hes puroc’h, caëroc’h evid ar rosen
’Neus laret d’in douçic : deus, me gundu d’an êe.