Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/224

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 223 —

C’hoas evidoud a ’neus goneet amzer,
’Vit ma teujes erfin da chanch buez.

Hanve, pec’her, hanve ta Brotectoures ;
Ia, ’nez Mari, te voa dija collet ;
C’hoas e teu d’az qervel, chelaou ’ta he moez,
Dic’hlac’har, he c’halon a t-eus mantret.

Pec’her, ma map, distro, distro ous Doue ;
Na gavi qet ar peoc’h pell diout-han ;
Lezet e t-eus eun Tad leun a garantez
’Vit serviji an tyrand ar rustan.

Te a goust d’in muioc’h evit ma bue,
Pa’em eus roët evidoud ma Jesus ;
Goad eun Doue a so bet priz ta ine,
Te he ro ’vid eur blijadur mezus.

Ar burzud-se evidoud a rafen c’hoas,
Ma vije red evit ta sauvetad
C’hoas ez affen da wela ous troad ar groas
Ha d’anduri ar memes calonad.

Elec’h respont d’am oll deneridigez,
Na res bemdeiz nemet crimou neve,
Ha resolvet ez oud eta da james
Da zinac’h d’am Mab ha d’în ta ine ?

C’hoas eo digor ma divrec’h ’vit da receo,
C’hoas a so plaç evidoud em c’halon,
Mar goulennes pardon deus ta bec’hejo,
Me obteno evidoud c’hoas pardon.