Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/212

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Doue ! Pegement e ver evurus pa ve bet disamet ar gonsians ebars calon eur mingnon, eun tad ; a vreman e teufes da chanj a gondu ? » — He vreur a bleg he ben, a rui ha na lavar netra. — Penos, ma breur, eme Felix, ha na lares netra d’hîn deus ma distro ous Doue ? Ha nan out qet contant deus ar pez am eus groet ? Ma nan out qet contant ; oaz eo ze : evidoun-me a so enem roet da Doue a greis ma c’halon, hag enem gav evurus. » He vreur oblijet da goms a dosta d’ar c’hlanvour, hag ous hen briata, e lar de-han : « Ma breur qer, contant, ha contant mad ec’h oun deus ho distro ous Doue. — C’hanta, eme Felix, mar teus c’hoant da gomans da evurusdet, groe evel d’oun, qers da goves, ha chanch ha gondu. »

Goude bean bet enem reconsiliet gant Doue dre sacramant ar binijen, Felix a neus en dez voarlerc’h, ar boneur pehini a desire ; reseo e ra an Otro Doue, goulen e ra pardon deus he vue dremenet, ha crevaat dre an divean sicourio deus ar relijion, e teu da vervel, en eur bosedîn Jesus en he galon, hag ous enem recomandîn da Vari, entre daouarn pehini e laqa he ine.