Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/206

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet



QENTAN DEVEZ A TREGONT.


————


Et in hora mortis nostrae.


Hag en heur deus hon maro.


Mar zantomp en pad hon bue, hag en pep istant deus hon bue, an esom da vean soutenet ha sicouret gant ar Verc’hes Vari, he frotecsion a deu da vean muioc’h neseser c’hoas en heur deus hon maro ; en heur-ze en pehini ac’h efomp da gomparisan dirag tribunal hon barner, en heur-ze en pehini a vezo aretet hon sort evit an eternite, en heur spontus-ze en pehini adversourien hon silvidigez a gresco ho fulor evit asuretîn ar c’hoi deus hon ineo ; en heur-ze erfin, en pehini na elfomp qen enem sicour. O ! neuse dreist pep tra, a momp esom ma vo Mari a dost dimp, evit hon difen hag evit pedin evidomp.