Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/202

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 7, pajen 59.)


Er bloa 1845, eun tad misioner a brezege ebars en eur barous a Doscan, pa deuas d’hen caad eun itron, pehini a zeblante bean dindan ar bec’h deus ar brasan tristidiges. Ar pes a so qiriet d’he foan, ha d’he c’hanqen eo he breur, pehini goal glanv, na c’houll qet clevet coms a relijion : pedîn e ra an tad misioner da gaad ar vadeles da vonet d’hen goelet, evit esa ober antren en he galon santimancho christen, hag evit laqet urs en he gonsians.

Ar misioner ec’houl aboe pegeit oa clanv ? pesort oad a nefoa ? Hag en oa dimeet ? An itron a respont : « Penos oa clanv aboe pevar miz, penos oa oajet a bemp bloa ha c’hanter-cant : hag hen eo dimeet !… Neo qet sioaz, eme an itron, en eur scuil daero : o ma zad, beet true ous an ine disesperet-man : deut d’hen sicour ; marteze a vo maro aben arc’hoas !.. Mac’h anavefec’h !… Pebeus bue scandalus ! Pe-