Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/200

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

pec’herien baour ! O Mam dener, beet true ous ho pugale !

Perag ec’h anqoa omp qen ezet ar bec’h deus qen lies a viser pere a boez e voar-n-omp ! Pegen lies a bec’het dre bere ec’h omp enem rentet dleourien da justis Doue ! Pegen lies a ocasion danjerus da bere ec’h omp bet exposet ! Pegen lies a bech stingnet evit hon soupren ! Pegen lies a dentasion pere hon doug d’an droug ! Pegen lies a dech, a voal gustumans, pere a dleomp da derîn !

Ma na mijemp c’hoas da ober brezel nemet dimp hon c’hunan, d’ar gorupsion deus hon c’halon ! Mes penos e n’hon difen a enep an drouc sperejo pere, c’herve an Abostol, c’hanval ous qen lies a leon fuloret, e ra an dro dimp, a impli ho fineseo, ho galloud evit hon soupren, hon divorîn ! Ouspen c’hars ous an droug speret, penos ober ar vad ? Pelec’h e cafomp an ners evit pratiqan ar vertu ? Da biou enem adressîn, nemed da Vari pehini a so hon Mam ? Ha na neo qet da gaad ho Mam a red ar vugale en ho ezomo ? Ha na neo qet digant-hi ec’h ortoont ho sicour ? « O ! e me sant Ligori,