Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/183

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 182 —

vugaleach, pa oa dibec’h. O ! pegen evurus a oa neuse, ha breman pe enem dourmant evit clasq an evurusdet, eo oblijet da ansav e teu da enem scouisan, da enem vezevenîn, mes pell e man deus bean evurus. Mont a ra deus an ilis ; clasq e ra dre ar c’housqet enem disober deus an hevelep sonjesono ; mes ar c’housqet a bela deus he zaoulagat en pad an noz. Amser da amser, ar c’hras a brezant de-han sonjesono da distreîn ous Doue, mes hen ho fella gant euz ha spont ; hag evit esa da enem disober diout-he ec’h a, an dez voarlerc’h, da glasq he vignonet a debauch : n’ho c’hav qet. Neuse, scouis ha furius enep de-han ec’h unan, a esa mougan ar sonjesono pere hen boureo dre ar pasiono ar muian brutal ; mes sulvu a esa ho mougan, sulvu e teuont d’hen piqat : ouspen, donet e ra en he speret ar sonj deus ar jujamancho ha deus ar poanio a rezerv Doue d’ar pec’her, hag e teu da laret de-han ec’h unan : « Mar deufen da vervel er momet-man e ven collet evit james. » Adaleg ar momet-man, na neus qet pelloc’h tranqilite evit-han : ar remors deus he gonsians, an