Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —

ilis an Itron-ar-Victoario, a oel daou den ec’h antren ! hag ac’h eas d’ho c’heuil. Ze oa da eis heur hanter : ne oa qet c’hoas achu ofis ar Verc’hes, ar person oa er gador hag a recomande pedin evit ar bec’herien. An den ioanq a dosta, a silao, mes na gompren qet ar gis neve-man da breseg. Scouis o clevet hep compren, e c’houll digant eun den ioanq pehini e oa en he gichen, petra a lere ar beleg. « Ne oaran qet, a respont he-man, rag evit ar voech qentan e teuan aman ; hag en eur ariout em eus clevet ar beleg-se o laret : Ec’h eomp breman da enem occupîn deus hon fec’herien baour. » Neuse an den ioanq a ra ar reflexion-man : « Pesort trompleres neve eo c’hoas c’homan ? Ar veleien a oel penos an oll a bela diout-he, hag a invantont ar voïen-man, mes na dal qet de-he. Penos recomandîn pedin evit ar bec’herien ! Petra a signifi-ze ? Perag na deuont hi qet d’ho c’honvertisan ? Ze eo ho micher. Mes c’hoas eur voech, recomandîn pedin evit-he ! Qement-se a ra c’hoersin. Biscoas na mije sonjet e vije bet gallet invantin eun hevelep moïen, ret eo laret