Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/178

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 177 —

roet gant Doue memeus. An Arc’hel en eur disclerian da Vari penos oa c’hoaset evit mam da Zalver ar bed, a laras de-hi : « Conseo ha genel a refet eur map, hag hen c’hanfeet deus an hano a Jesus. » Ar memeus mesajer a laras c’hoas da Joseb : « Mari a dle genel eur map da behini a rofeet an hano a Jesus. » Doue, eme an Abostol, a neus roet d’he Vap eun hano pehini a so qement dreist an oll hanoïo, qen da hano Jesus, pep glin a deu da blegan en env ha voar an douar. Hano Jesus, eme sant Bernard, neo qet evel an hanoïo all, eur sceud a hano, eun hano diners, mes bean eo eun hano efedus, eun hano leun a c’halloud, Jesus a sinifi Zalver ; ha bean eo, en guirione Zalver ; hen a neus hon prenet deus ar pec’het, hon miret deus an ifern, hen a neus roet dimp he c’hraso hag an esperans evit an env ; rag, eme sant Per, na all den bean salvet nemet dre hano Jesus. Jesus hec’h-unan a asur dimp en Aviel penos ar pes a c’houlenfomp en he hano digant he dad a vo acordet dimp. En hano a Jesus, sant Per a lavar da eun den infirm : Sav ha qers ; ha voar an toll enem gavas pare.