Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/16

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 15 —


En istant qentan dimeus he bue, Mari a neus bet evit Doue eur garante brasoc’h evit an oll saent hag an oll aele asambles : oll erder a garante deus ar Zeraphinet evit Doue n’eo nemet evel eur nezen fresq comparajet gant hini Mari evit Doue. P’eo eta guir penos na neus, ha na all bean crouadur abet pehini a gar Doue evel Mari, ha p’eo guir ive penos sulvu a car Mari Doue, e deus carante evidomp, pegen bras n’eo qet an deneridigez e deus evidomp oll, ni pere a so he bugale ! Pa helfeet compren carante eur vam ordinal evit he bugel, dastumet, leqet asambles carante an oll vamo evit ho bugale, neuse a peso hepqen ar figur, ar sqeut deus a garante ar Verc’hes evidoc’h. D’an eil, ar pes e ra da Vari hon c’haret, eo abalamour ac’homp bet recomandet de-hi en eur feson special gand Jesus he Map : abalamour ma deus resevet ar garg ac’hanomp digant Jesus o vervel voar ar groaz. Chetu aze, e lar Jesus d’he vam, en eur sellet ous sant Ian, chetu aze ho puguel. Ha herve intention Jesus er momet-se, hon Salver a roe an oll dud evit bugale da Vari. Comjo divoean eun den a ra impression