Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/112

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 111 —


« Bean meump, aboe voar dro daou vloa, eun den ioanq oajet deus a seis vloa voar-n’ugent pehini a neus eur c’hlenvet da behini ar remejo a so cazi inutil. An den-man na nefoa qet disqet ar guirioneo qentan deus ar relijion, ha na nefoa james resevet sacramant, nemet ar vadeiant. Muioc’h hanval ous eur blei evit ous eun den, ar oel hepqen deus eur beleg, pe deus eur leanez, a re de-han iudal : ha sulvu ma carge ar c’hlenvet a voar-n-han, sulvu a toue penos na govesaje qet : mar tostae d’he voele eur beleg evit laret eur gir benag de-han pe mar deue eul leanez da laret eur goms benag de-han a Zoue, e teue fuloret, arajet, hag ho scoe muian ma elle ; scul, loa, plad, oll ho darc’hae gant-he, pe ho goele en dro dehan. Eun devez, goude ma nefoa maltretet eur leanez a dolio hag a scopo, c’homan a laras de-han : ma bugel, groet ac’h eus ar goasan oa posubl, ar pes ec’h eus breman da ober eo en em gonvertisan : hag hen ober a refet, ha bean a vefet eur rozen gaer pehini a ofrom da Vari aroc ma vo achu mis mae.

En despet d’ar blasfemo pere a losqee