Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/103

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 102 —

ha qen abondant, ma oan oblijet da gomans divoech ma c’hovision ; ha goude he bean achuet, ma c’hovesour carantezus em c’hasas dirag aoter ar Verc’hes, evit he zrougarecaad : enon, ma c’halon a santas eun dousder pehini nac’h ellan qet expriman ; Mari a brocure d’hin eun hevelep evurusdet. Ha ! penos na nobtenfemp-ni qet pardon digant Jesus he Map, pe meump Mari evit hon Advocades. Ho ! bet am eus, eme ar bugel prodig, bet am eus ar boneur da enem reconsilian gant Doue ha d’hen receo ebars sacramant ar garante. O pegement na dlean qet trougarecaad Mari ! Ha c’houi ive Otro person, deus ar pedenno ec’h eus laret ha groet laret evid-oun. O ! merag ho pedenno ha sicour Mari, petra a vijen-me breman c’hoas ? Bean vijen malurus, ha breman pegen evurus ec’h oun-me ! »


PEDEN.


Ni a enem adres d’ac’h, Mari, Advocades ar bec’herien, c’houi pehini na noc’h bet biscoas refuset gant ho Map ; c’houi deus pehini ar vadeles na neus biscoas manqet