Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/10

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 9 —

c’hes, pere int-hi ar vugale all-ze pere ec’h eus ganet goude Jesus pehini hepqen a neus bet digenac’h bue ar c’horf ? O Guerc’hes, respont a ret hag ho respont a so meurbet dous dimp-ni : c’houi oll pec’herien, c’houi so ar bugale-ze, c’houi da bere e meus obtenet bue an ine, bue pehini e poa collet dre ar pec’het ; bezan houn ho mam, bezet em henver guir vugale.

Mari so bet c’hoas hon mam, ha ganet e deus hanomp d’ar vue deus ar c’hras, ha-ze voar mene calvar. Eno en hars troad ar groaz, he c’halon beuet en eur mor a dristidiges, ec’h ofras d’an Tad Eternel Jesus he Map evit silvidigez ar bed oll.

Eno, e me sant Augustin, ar Verc’hes, dre an ners deus he c’harante, a gemeras eur loden vras er silvidigez ar bed. Evit guir, na n’eus bet nemet Jesus o vervel evidomp, mes Jesus o considerin an desir bras deus he vam evit sovetaat an den, e reas de-hi partajin he boanio, ha dre eno e partaj ganthan ar merit deus he varo. Hon Salver hec’h-unan e ro Mari dimp evit mam, ha qement-se divoar an aoter deus he sacrifis. En eur drein he sello voar he disqibl