Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/97

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
88
SANT MARC, XI.

-benag a fello dezhan beza ar brassa en ho touez, a vezo ho servicher. (44) Ha piou-benag ac’hanoc’h a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, a vezo esclav d’an holl. (45) Rag Mab an den n’eo ket deuet evit beza servichet, mes evit servicha, hag evit rei he vuez da rançon evit kalz.

(46) Ha goude e teujont da Jerico ; hag evel ma’z ea kuit euz a Jerico gant he ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet var bord an hent, o c’houlen an aluzen. (47) Hag, o veza klevet e oa Jesus a Nazaret an hini a oa o tremen, e commansaz da grial, ha da lavaret : Jesus, Mab David, bez truez ouzin ! (48) Ha meur a hini a c’hourdrouze anezhan, evit ober dezhan tevel ; mes hen a grie c’hoas krenvoc’h : Mab David, bez truez ouzin ! (49) Ha Jesus, o choum en he za, a lavaraz gervel anezhan. Gervel a rejont eta an den dall, hag e leverjont dezhan : Kemer courach, sav, gervel a ra ac’hanoud. (50) Hag, o teurel kuit he vantel, e savaz hag e teuaz da gavout Jesus. (51) Neuze Jesus, o komz outhan, a lavaraz : Petra a fell d’id a rafen evidoud ? Hag an dall a respontaz : Aotrou, ma kavin ar gwelet. (52) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Kea, da feiz hen deuz da iac’heet. Ha kerkent e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie Jesus en hent.


CHABISTR XI.


EVEL ma tostaent ouz Jerusalem, ouz Bethfaje ha Bethani, tost da venez Olived, Jesus a gassaz daou euz he ziskibien, hag a lavaraz dezhe : (2) It d’ar villajen a zo dirazoc’h ; ha kerkent ha ma veot eat enhi, e kefot eun azen yaouank stag, var behini n’eo c’hoas pignet den ebed ; distagit-hen, ha digassit-hen d’in-me. (3) Ha mar lavar unan-benag deoc’h : Perag e rit-hu an dra-ze ? livirit penaos an Aotrou hen deuz ezom anezhan, ha kerkent e tigasso anezhan aman.

(4) Mond a rejont eta, hag e kavjont an azen yaouank stag e-tal an nor er meaz, en eur c’hroaz-hent ; hag e tistagjont anezhan. (5) Hag hinienou euz ar re a oa eno a lavaraz dezhe : Perag e tistagit-hu an azen yaouank-se ? (6) Hag e leverjont dezhe evel m’hen doa gourc’hemenet Jesus ; hag e lezjont anezhe da vond. (7) Hag e tigasjont an azen yaouank da Jesus, hag e lekejont ho dillad varnezhan, ha Jesus a bignaz var he gein.