lenn a dan : hennes eo an eil maro. (15) Ha piou-benag na oe ket kavet scrivet el levr a vuez, a oe taolet el lenn a dan.
OUDE-ZE e veliz eun
env nevez hag eun
douar nevez ; rag an env
kenta hag an douar kenta a
oa tremenet, hag ar mor ne
oa mui. (2) Ha me, Ian, a velaz
ar gear zantel, ar Jerusalem
nevez, o tisken euz an env
a-gichen Doue, kempennet
evel eur vreg-yaouank evit
he fried. (3) Hag e kleviz eur
vouez vraz euz an env, hag
a lavare ; Setu tabernacl
Doue gant an dud, hag hen a
rai he zemeurans ganthe ; int
a vezo he bobl, ha Doue he-unan a vezo ganthe, hen a vezo ho Doue. (4) Ha Doue a
zec’ho an holl daelou euz ho
daou-lagad, hag ar maro na
vezo mui. Na vezo mui na
kaon, na garm, na poan ; rag
an traou kenta a zo tremenet.
(5) Hag an hini a oa azezet var
an tron a lavaraz : Setu, ober
a ran nevez an holl draou.
Neuze e lavaraz d’in : Scriv ;
rag ar c’homzou-man a zo
gwirion ha sur. (6) Lavaret a
reaz d’in ive : Achu eo pep tra ; me eo an Alpha hag an
Omega, ar c’hommansamant
hag ar fin. D’an hini hen
deuz sec’hed e roin en gratis
euz a feunteun an dour a vuez.
(7) An hini a drec’ho, a herito
pep tra ; ha me a vezo he
Zoue, hag hen a vezo va mab.
(8) Mes, evit ar re aounic, ar re
difeiz, ar re abominabl, ar
muntrerien, an dud lubric,
an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn
ardant a dan hag a soufr ;
he-man eo an eil maro.
(9) Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret : Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan. (10) Hag e tougaz ac’hanoun en spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskouezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel, o tisken euz an env a-berz Doue, ha gloar Doue ganthi. (11) Skedus e oa evel eur mean precius meurbed, evel eur mean jasp, sclear evel cristal. (12) Beza he doa eur voger vraz hag huel, gant daouzec dor, hag e-tal an daouzec dor daouzec eal hag hanoiou scrivet varnezhe, pere eo hanoiou an daouzec tribu euz a vugale Israel. (13) Var-zu ar