enezen a dec’haz kuit, hag ar meneziou ne oent mui kavet. (21) Hag e kwezaz euz an env var an dud grizil ken pounner hag eun talant ; hag an dud a vlasphemaz a-enep Doue, abalamour d’ar grizil, rag ar gouli a reaz a oe braz meurbed.
AG unan euz ar seiz eal a
oa ar seiz scudel ganthe,
a zeuaz hag a lavaraz d’in :
Deuz, hag e tiskouezin d’id
barnedigez ar c’hast vraz,
pehini a zo azezet var an
doureier braz, (2) gant pehini
rouane an douar ho deuz great
traou mezus, ha pehini he
deuz mezviet habitanted an
douar gant ar gwin euz he
lubricite. (3) Hag e kassaz
ac’hanoun dre ar spered ebarz
an dezert ; hag e veliz eur
vaouez azezet var eul loen
liou an tan, leun a hanoiou a
vlasphem, hag he doa seiz pen
ha deg corn. (4) Ar vaouez a oa
gwisket gant dillad a liou
pourpr ha tan, ornet gant
aour, gant mein pricius ha
gant perlez ; beza e oa ganthi
en he dorn eur c’halir aour,
leun a abominationou hag a
louzdoniou he micher mezus.
(5) Ha var he zal e oa scrivet eun
hano : Myster, Babylon, ar
gear vraz, mam an dud lubric
hag abominationou an douar.
(6) Gwelet a riz ar vaouez-ze
mezo gant goad ar zent ha
gant goad merzerien Jesus, ha
pa veliz anezhi, e oenn mantret-holl. (7) Hag an eal a lavaraz d’in : Perag ez oud-de ker
souezet ? Me a lavaro d’id ar
myster euz ar vaouez, hag euz
al loen a zoug anezhi, pehini
hen deuz ar seiz pen hag an
deg corn. (8) Al loen ec’h euz
gwelet, a zo bet ha n’eo mui ;
dleoud a ra sevel euz an abim,
ha mond da goll ; hag an dud
euz an douar, euz a bere an
hanoiou n’int ket scrivet el
levr ar vuez, adaleg crouidigez
ar bed, a vezo souezet, o velet
al loen, rag bet eo ha n-eo mui,
daoust ha ma’z eo. (9) Aman
ema an intentamant hag hen
deuz furnez. Ar seiz pen a
zo seiz menez, var bere ema
azezet ar vaouez. (10) Beza int
ive seiz roue, pemp a zo kwezet ; unan a zo beo, egile n’eo
ket deuet c’hoas, ha pa vezo
deuet, e tle pad neubeud a
amzer. (11) Hag al loen a oa, ha
n’eo mui, a zo he-unan eun
eizved roue ; euz ar seiz eo, ha
mond a ra da goll. (12) Hag an
deg corn ec’h euz gwelet, a zo
deg roue, pere n’ho deuz ket
c’hoas recevet ar rouantelez ;
mes, evit eun heur, e recevint,
assambles gant al loen, ar
galloud evel rouane. (13) Ar me-