se, en em lekeaz var he zaoulin, hag e pedaz ganthe holl. (37) Neuze an holl a oe beuzet en ho daelou, hag oc’h en em deurel da c’houzoug Paol, e pokent dezhan, (38) o veza glac’haret dreist holl abalamour m’hen doa lavaret na veljent mui he visach. Hag ez ejont d’hen ambroug beteg al lestr,
VEZA eta pignet el lestr, goude beza dispartiet diouthe, e teujomp var eün da Gos, hag an deiz varlerc’h da Rhod, hag ac’hane da Vatara. (2) Hag o veza kavet eul lestr hag a iea da Phenicia, e pignjomp enhan, hag ez ejomp kuit. (3) Neuze, o veza gwelet a-ziabell enezen Cyprus, e lezjomp anezhi en dorn kleiz, hag ez ejomp etrezeg ar Syri, hag e touarjomp en Tir, rag eno eo e tlie al lestr diskarga. (4) Hag o veza kavet an diskibien, e choumjomp eno seiz devez. Ar re-man a lavare da Baol, dre ar Spered, na dleje ket mond da Jerusalem. (5) Mes pa oe tremenet an deiziou-ze, ez ejomp er meaz hag en em lekejomp en hent, hag e teujont holl, gant ho gragez hag ho bugale, da ambroug ac’hanomp beteg er meaz a gear. Hag o veza daou-linet var an aod, e rejomp ar beden. (6) Ha goude beza briatet an eil egile, e pignjomp var al lestr ; hag int a zistroaz d’ar gear.
(7) Oc’h achui hor beach dre vor, euz a Dir e teujomp da Ptolemaïs, ha goude beza saluded ar breudeur, e choumjomp eun devez ganthe. (8) An deiz varlerc’h, Paol ha ni pere a oa ganthan, o veza partiet, e teujomp da Cezare ; hag o veza antreet en ti Philip an avieler, pehini a oa unan euz ar seiz diacon, e choumjomp ganthan. (9) He-man hen doa peder merc’h gwerc’hezed, pere a brofetise. (10) Evel ma choumjomp eno meur a zevez, e teuaz euz a Jude eur profet, hanvet Agabus. (11) Hag o veza deuet d’hor c’havoud, e kemeraz gouriz Paol, ha goude beza liammet he zaouarn hag he dreid he-unan, e lavaraz : Ar Spered-Santel a lavar an dra-man : An den da behini eo ar gouriz-man a vezo liammet evel-hen en Jerusalem gant ar Judevien, hag e livrint anezhan etre daouarn ar Jentiled. (12) Ha pa hor boe klevet kement-se, ni hag an dud ac’hane a bedaz Paol evit na bignje ket da Jerusalem. (13) Mes Paol a respontaz : Petra a rit-hu o wela hag oc’h ober d’in rann-galon ? Rag me a zo prest, n’e ket hep-ken da