Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/23

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
14
SANT VAZE, VIII.

an drouk-sperejou dre he c’her ; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv ; (17) evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel-hen dre ar profet Izaias : Kemeret hen deuz he-unan hon infirmiteou, ha douget hen deuz hor c’hlenvejou.

(18) Hogen, Jesus, o velet kalz a bobl en-dro dezhan, a c’hourc’hemenaz tremen en tu-all d’ar mor.

(19) Hag eur Scrib, o tostaad, a lavaraz dezhan : Mestr ! me a heulio ac’hanoud e pe leac’h-benag ma’z i. (20) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou ; mes Mab an den n’hen deuz ket a leac’h evit harpa he ben.

(21) Hag eun all euz he ziskibien a lavaraz dezhan : Aotrou ! lez ac’hanoun da vond da genta da enteri va zad. (22) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Heul ac’hanoun, ha lez ar re varo da enteri ho re varo.

(23) Ha goude m’hen doe pignet er vag, he ziskibien a ieaz var he learc’h. (24) Ha setu e savaz eun tempest braz var ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet a darzou mor ; mes hen a gouske. (25) Hag he ziskibien a zeuaz, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret : Aotrou, saveta ac’hanomp, e momp o vond da goll. (26) Hag hen a lavaraz dezhe : Perag hoc’h euz-hu aoun, tud a neubeud a feiz ? Neuze e savaz, hag e c’hourc’hemenaz d’an avelou ha d’ar mor, hag e teuaz eur c’halm braz. (27) Hag an dud-se a oe souezet, hag e lavarent : Pe seurt den eo he-man, ma teu an avelou hag ar mor da zenti outhan ?

(28) Pa oe erruet en tu-all, en bro ar Jerjezaned, daou zen dalc’het gant drouk-sperejou a zeuaz d’he zialben ; ar re-man, pere o oa deuet er meaz euz ar beziou, a oa ken furius, ken na grede den tremen dre an hent-se ; (29) en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret : Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue ? ha deuet oud-de aman d’hon tourmanti araog an amzer ? (30) Hogen, beza e oa eur pennad mad diouthe eur vanden vraz a voc’h o peuri. (31) Hag an drouk-sperejou a bedaz anezhan, en eur lavaret : Mar kassez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vond er vanden voc’h-se. (32) Hag hen a lavaraz dezhe : It. Hag o veza sortiet, ez ejont er vanden voc’h ; ha kerkent an holl vanden voc’h a ieaz, var red, d’en em deurel d’an traon, er mor, hag e varvjont en doureier. (33) Neuze ar re ho diwalle a dec’haz, hag o veza deuet en kear, e tisclerjont pep-tra, hag ar pez a oa