Pajenn:Disanv-Mellezou ar C halonou.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
MELLEZOUR AR C’HALONOU


A c’hui hoc’h eus en em visquet pe en em gomportet en ur fæçoun divoder ha control d'ar vodesti ; e pe intantion.

A c’hui hoc'h eus bet re a familiarite an eil gant eguile, goaset ha merc’het ; quemeret ul liberte criminal bennac, grèt bisitou gant intantion fall, comzet e cuz assambles, daremprezet an dançou, an ebatou, an nosveziou, etc,

A c’hui hoc’h eus en ho tifun en em arretet ha quemeret pligeadur er sonjou vil hoc’h ens bet dre ho cousq ; pet gouech ?

Beza ez eus cals pec’hejou-all a Lubricite pere a so estrainch ; n’eller quet o c'henvel amàn, mæs nep a sant e ene coupabl anezo, a dle en em ziscarga hep dale dindan boan a zaounation.

Eguis an Orgouill, ar Gourmandis hac al Lesireguez a gondu ordinalamant d’al Lubricite, e eller o examina amàn.

AN OURGOUIL.

A c’hui hoc’h eus en em c’hlorifiet, en em bompadet da veza gret ur pec’het bennac, pe seurt pec’het, ha pet guech hoc’h eus-hu e goumetet.

A c’hui hoc'h eus en em vantet da veza gret ur pec’het bennac n’o poa quet grêt ; petra eo, pet guech, ha dirac pet den.

A c'hui hoc’h eus en em c’hlorifiet eus ho madou, ho quenet, ho gouieguez, eus ho quiscamanchou, eus ho querent pe eus a un dra-all ; pet guech.

A c’hui hoc’h eus en em istimet muia evit ar re-all ; bet disprigeanç evito, grêt goab anezo ; pet guech.

A c'hui hoc’h eus en em quinclet, en em fichet evit pligeout, pe evit lacaat ur re bennac d’ho caret, pe da zesirout pec’hi ganeoc’h ; pe seurt tud hoc’h eus temptet er guis-se, ha pet guech.

A c’hui hoc'h eus roet da gridi dre impocrisi e voac’h un den devot, un den honest, grêt œuvriou mad eguis rei an alusen, pe mont alies da goës, etc, en inition-se da dremen evit an den devot, da veza istimet hac enoret.

A c’hui hoc’h eus murmulet pe en em glemet eus ho