Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

adarre ar vuez d’e vignoun karet a greiz kaloun.

— Evit ho lakaat pare, Tristan, prest oun d’ho servicha ha mont a rin da glask ar Rouanez.

— Bennoz Doue, breur, eme Dristan ; it kuit ’ta, dizale, ha kemerit ar walen aour ma. Pa vezo gwelet gand ar Rouanez, hounnez a ouezo ervat gant piou oc’h kaset daveti, ha respount a rai d’eoc’h. Roit d’ezi va zalud, livirit d’ezi eo leal va c’harantez ; roit ive d’ezi da anaout n’em eus da c’hedal va buez nemet diganti, n’em eus da gaout ken paredigez nemet digant he fokou.

Livirit d’ezi va glac’har a vreman ; likiit anezi da zonjal el levenez hag en dristidigez a zeue, gwechall, ganeomp, dre c’halloud an evaj strobinellus evet gand hon daou war vor, hag a lekeas hor c’harantez dispar da c’henel ha da veva da virviken.