Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Dispar eo o zalvoudegez, Neb a ev gand ar vasin aour en em gav pare klok dioc’h klenvejou a bep seurt ; ar goaf diamant, avat, a dorr hag a laz kement a zo stoket gantan.

— Ha da biou eo an traou estlammus se ?

D’eur c’helc’hier o chom e Kerglaz hag a vez great Rojear anezan. Mont a ran di da stourm outan, ha fizians am eus da veza treac’h d’ezan gant kelennou lean ar Blaoued.

— Ha petra en deus lavaret al lean d’eoc’h ?

— Treuzi a rankan, da genta, ar c’hoat strobinellus. Kemend hini a zo eat ennan, em raok, a varvas eno gand ar skuisder hag an naoun. Mar gellan e dreuzi, en em gaout a rin gand eur c’hornandoun a zoug eur c’hleze a dan a laka pep tra stoket gantan da vont e ludu. Chom a ra e kichen eur wezen avalou ma tliin kemeret eun aval diouti. Goude ze e kavin ar vleunen a c’hoarz, m’ema ouz he diwall eul leon, e voue