Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PERONIG



Peronig a voa eur paour keaz bugel diansavet ; ribla a rea tu ma, tu hont, o vont en e raok, hep gouzout da beleac’h. Eva a rea d’ar gwaziou dour, da derri e zec’hed, ha goulen digant ar merc’hed en em gave war dreuzou o ziez eun tamm bara, p’en deveze naoun. Pa zeue c’hoant kousket gantan, e klaske eur bern kolo bennak.