Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Karr ar c’horfou maro eo, warnan eur ballen zu ha daou varc’h du ouz e gas. Ema an Ankou war skabel ar c’harr, o lakaat e skourjez da strakal, hag o lavaret hep ehan :

Distro pe me az troio ! Distro pe me az troio ! Yann hep aoun ebet, a ro d’ezan frankiz da dremen.

— Petra ’rez te ama, dre an hentchou, ken divezad ?

— Krapa, ha dont rust.

— Ha da beleac’h ez ez ’ta, Ankou, ma ’z eus kemend a vall ganez ?

— Mont a ran da gerc’hat an hini maro a gomz hag a gerz evit c’hoaz ; mont a ran da gerc’hat Yann Postik.

Yann a ziroll da c’hoarzin, hag a gendalc’h gand e hent.