Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

pezo ken tra da ober nemet kemeret gwalen Alan hag her gervel, teir gweach. Dont a rai, neuze, raktal, d’ho kerc’hat.

War ze, skeuden ar marc’heg a ya war zisteraat hag a dec’h a zirak daoulagad Mariannig.


————


Sizuniou a dremen, misiou a dremen, ha Mariannig a bign, bemdez, da veg an tour, da zellet ouz ar mor glas. Ha morse ne zeu en dro al lestr m’en em gav he mignonn karet warnan.

Setu ar zoner koz, e goz dillad kaon warnan, o tont a dreuz d’ar vourc’h, en eur lakaat eur chloc’hig da zeni.

Pedit, emezan, pedit evit ene Alan, ar marc’heg, ma tigouezas gantan eur gouli marvel epad eun emgann er broiou pell. Maro eo evel eun den kalounek, evit e vro hag e feiz. R’hen digemero an Aotrou Doue en e varadoz.