Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— Du eo, Tristan va mignoun emezi, kriz ha didruez meurbed.

Neuze Tristan a dorr e galoun gand ar c’hlac’har ; trei a ra warzu ar voger ha lenva en eur c’hiz truezus. Serret e zaoulagad, e klev ar maro o tont. D’ar Rouanez eo e ro e sonj diveza. Lavaret a ra teir gweach, he hano ker karet, ha mervel.

An avel a zav war ar mor hag ar vag a ya buhan. Yzeult a glev diouz a bell, ar c’hleier o seni glas e kement tour a zo. He c’haloun a zo yen bras en he c’hreiz.


————


Dal m’en deus al lestr stoket ouz an douar, disken a ra ha mont, en eur red, da gastel Kanoel. Ar vrud o redek dre ar ruiou a ro d’ezi da c’houzout maro Tristan.


————


He dizesper a zo bras meurbed. Redek a ra