Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —
(Ar Prizounier a bed Doue war e zaoulin, e zaoulagad etrezek an
Nenv, Kroaziet e zaouarn gantan. Ar Gward, en e gichen, en deus
truez outan, anat eo. — Eur pennadik goude, e klever an taboulin o
krozal or meaz ha moueziou, dam-henvel awalc’h ouz moueziou tud-houez,
o hopal en dro d’ar Prizoun.)
« Buez d’ar Republik ! D’ar maro ! D’ar maro ! » (Dor ar prizoun a zigor : eur zoudard a deu da botailla e zaouarn d’ar prizounier ; ar Gward a bleg d’ezan c’hoaz gouzouken e roched, goude beza diwisket d’ezan e chupen : da c’houde, o daou krog ennan e voutont anezan e meaz ar prizoun).
- Eostik KERINEK.