Mont d’an endalc’had

Pajenn:Congres celtique international.djvu/522

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
AR ROZEN AG ANN EOSTIC.



Selled ec’h euz, siouaz ! kalz re,
Ouz ar c’hoz krampinellou ze ;
Digor affo da zaoulagad…
Eberr e vezo divezad !
 
Ho ! ma fell d’id atao lintri,
Enebourien da iez trec’hi ;
Breiz, ma bro gaer, gwir rozennik,
Kar ha mir bepred da eostik.


————
MARIVONIK


SON AR BOPL,


Gant F.-M. an UHEL,


————


Ann de kenta euz a viz du,
Tiskennas ar Saozon en Dourduf. bis.

En Dourduf pa ’z int diskennet,
Ur plac’hik koant ho deuz laeret : bis.

Ho deuz laeret ur plac’hik koant
Da gass gant-he d’ho batimant. bis.

Marivonik eo hi hano,
Ginidik e a Blougasnou. bis.

Ar Varivonik a lare,
’Biou porz hi zad pa dremene : bis.

— « Keno, ma mamm, keno ma zad,
» Bikenn n’ho kwel ma daoulagad ! bis.

» Wit d’am breudeur, na laran ket,
» Rag da Vro-Saoz teint d’am gwelet. » bis.