Doue evidomp, hag hon ingrateri en e andret. D’an drede, Passion Jesus-Christ, eus a behini omp bet caus dre hor pec’hejou. D’ar pevare, an Ifern pehini hon eus meritet, hag ar Barados hon eus collet.
G. PEtra eo ar propos ferm ?
R. Ur guir resolucion da vervel quent evit ober biquen ur pec’het marvel hepquen.
G. Penaus ellomp-ni anaout ha ni hon eus bet ur propos ferm d'en em viret oc’h ar pec’het en amser da zont ?
R. Ar guella merc eo, mar hon eus senchet buhe, ha quiteet an occasionou eus ar pec’het.
G. Ha ne dleomp-ni ober Actou a Gontricion nemet pa zeomp da goës ?
R. Alies e tleomp o ober, ispicial da nos ha da vintin, ha pa zeuomp da anaout hon eus offancet Doue.
G. Grêt un Act a Gontricion ?
R. Ma Doue, cueus [sic] am eus da vea hoc’h offancet, abalamour ma oc’h mat, ma veritet bea caret, ha ma tisplich deoc’h ar pec’het. Ho pedi a ran dre veritou Jesus-