91
Canticou spirituel.
A ra va laouenidiguez ;
Ne meus nemet tristidiguez
Pa souffràn re bell oc’h ezvezanç : Dêc’hu.
Ar bed gent quement a bresanto
A vad, a blijadur, a c’hloar,
Allas ! va Jesus, c’hui er goar,
James hep doc’h-hu n’em c’hontanto : Dêc’hu.
Petra bennac a ouffen da ober
Evit clasq eaza va speret,
Diez en em gavo bepret,
Ma na vezit guenén, va Zalver : Dêc’hu.
Ya, nos deiz, hep doc’h va Doue.
Nemeus nemet poan ha chagrin ;
Quement’so tout a zisplich dìn,
Ma ne repos ennoc’h va ene : Dêc’hu.
Ar vuez ouc’h, hac an hent guirion
A gundu d’ar guir eürusdet ;
Rac-se ta hep doc’h, p’en andret
E caffen-me consolation ? Dêc’hu.
Na dardit quet eta davontaich
Da zont, dre ar Gommunion,
Da rejouissa va c’halon,
Distroït prest ouzìn ho pisaich : Dêc’hu.
Hastit, va Jesus, va barados,
Hastit affo dont em ene ;
Deut ma ho carin mui-a-se ;
Deut, ha n’am lezit mui d’ho cortos : Dêc’hu.
|
TREGONVET CANTIC.
Evit en em excita da garet Jesus e poent ar Gommunion ha da bep poent.
Var ton : O Dieu ! que douce est la pensée.
Jesus, hemâ eo ar guer charmant !
A draou so ennâ comprenet !
Leun eo eus a eur gontantamant
A so ouz tud ar bed cuzet.
Jesus eo va laouennidiguez,
Ha ne zeziràn nemetàn ;
|