Ma vezo va ene goalc’het
Dious pep loustoni a bec’het.
Evit obteni ho craçou,
Da veza treac’h d’am oll viçou,
Ha da drec’hi gant feiz barfet
Ar bed, ar c’hic, an drouc-speret.
Evit ma vezìn paciant
E pep poan ha diæsamant,
Ma sentìn ous ho polontez
Bete’r maro, gant carantez.
C’hoas e ràn va C’hommunion
E delivranç d’an anaon,
Ouzpen evit quement hini
Ma zoun obliget da bidi.
Hoguen, allas ! piou e zoun-me
Da dostât ouzoc’h, va Doue ?
Ar Zent memes gant reveranç,
A grën bepret en ho presanç.
Petra rìn-me’ta, siouas dìn !
Pa zoun d’ho receo quen indîn ?
Allas ! ne veritàn netra
Nemet an tourmanchou brassa.
Mæs, pa fell deoc’h, Salver ar bed,
E zàn d’ho receo gant respet ;
Ennoc’h ema va oll fizianç,
Me a esper oc’h assistanç.
E creiz va c’halon me ameus
Ur c’hlac’har, un hirvoud, ur c’heus
D’ho peza, siouas ! offancet,
Va Doue quer mad em andret.
Dre ho madelez, va Autrou,
Pardonit dìn va offançou,
Pardoni a ràn en effet
Ar re o deus va offancet.
Desir ameus e guirionez,
Da lacat urz vad em buez,
Hac e proposàn da dec’het
Pell, gant ho craç, dious ar pec’het.
Bremâ e teuàn da gassat oll
Quement zo caos dìn d’en em goll ;