95
Canticou spirituel.
Dre bêvar c’horn ar bed, d’an oll pec’hejou marvel !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.
Peguer glac’haret oun da veza bet offancet
Un Doue so quer mad, quen, dîn da veza caret !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.
Me bromet, gant ho craç, va Doue, en em viret
Ar rest eus va buez, oc’h pep viç ha pep pec’het !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.
Sellit, o va Jesus, ouzìn a drues bremâ !
Roït dìn graçou nerzus da zerc’hel va fromessa.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.
Grit, grit, me ho suppli, dìn-va-unàn ma varvìn,
Evit doc’h-hu epquen hivisiquen ma vevìn.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.
Ne meus, ô va Jesus, quen desir var an douar
Nemet d’ho possedi da viquen en ho cloar !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.
Languissa reomp er bed oc’h esperout an devez
Ma zaïmp oll d’ho meuli gant ar Sent ac an Æles.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.
|
TREDE-HA-TREGONT CANTIC.
Evit elumi mui-ouz-vui carantez Jesus en hor c’halon goude ar Gommunion.
Var ton : Guerz ar Gananeen.
O Va Jesus, ra viot meulet
Epad an oll eternite,
Da veza deut hiryo d’am guelet
Gant quement a humilite ;
Ra viot enoret, va Jesus,
Er Sacramant eus an Auter,
Da veza bet quen trugarezus
Em andret, ha me quen dister.
Me a garre’ven capabl da zisquez
O va Jesus, en oc’h andret
Eus va c’halon an anaoudeguez,
|