Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/308

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 292 —

ket comzet d’ezho, n’ho dije pec’hed ebed, mes breman netra ne c’hell ho zidamallout deuz ho fec’hed. An neb hen deus cass ouzin hen deus ive cass ouz va Zad. Ma n’em bije ket great en ho zouez oberou n’hen deus great den all ebed, n’ho dije ket a bec’hed. Mes breman ho deus guelet, hag ho deus va c’hassaet, me ha va Zad, evit ma vezo sevenet ar gomz a zo scrivet en ho lezen : va c’hassaet ho deus eb abeg.

» Mes, pa vezo deut ar Frealzer, ar Spered a virionez a deu euz an Tad, hag a zigassin d’ehoc’h euz va Zad, e roio testeni ac’hanon. [1] Ha c’houi ive a roio testeni, abalamour ma emaoc’h ganen azaleg ar penn-kenta. »


2 — Goall-stourmou diskiblien Jesus.
Ar Spered-Santel hag ar beden a vezo ho zikour

« Lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze evit na gouezot ket o steki outho. Taoler a reint ac’hanoc’h er meaz euz ar synagogou ; dont a ra an heur, hag an hini ho lakei d’ar maro a gredo enori Doue. Ober a reint d’ehoc’h evelse, abalamour ne anavezont nag an Tad, na me. Hogen, lavaret em eus d’ehoc’h an traou-ze evit m’ho pezo sonj, pa deuio an amzer-ze, em eus ho lavaret d’ehoc’h. N’em eus ket ho lavaret d’ehoc’h azaleg ar penn-kenta, abalamour m’edon ganehoc’h.

» Breman ez an da gaout an hini hen deus va

  1. Lakaat a rei calz tud da gredi ennhan ha da garet anezhan. Allioli, in Jo. XV, 26.