Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —

Me a lavar d’ehoc’h, an neb a gass kuit he bried, nemet p’he deus great avoultriach, hag a gemer eun all a zo eun avoultrer, hag an hini a zimez d’ar vaouez a zo casset kuit a zo ive eun avoultrer. » An hini a gass kuit he bried avoultrerez, gant aotre an Iliz, ne bec’h ket, ma chom dizemez.

En ti, an diskiblien a reas adarre goulennou outhan divarbenn an dra-ze. Hag e lavaras d’ezho : « An neb a gass kuit he bried hag a gemer eun all a ra eun avoultriach ganthi ; hag ar vaouez a gass kuit he goaz hag a zimez da eun all a ra eun avoultriach. »

An diskiblien a lavaras d’ezhan : « Mar d-ema evelse stad ar goaz gant he vaouez, eo guelloc’h chom dizemez. » Lavaret a reas d’ezho : « An holl ne gomprenont ket ar gomz-se : eo guelloc’h chom dizemez ; mes ebken ar re ho deus bet ar c’hras. Beza ’ zo tud hag a zo ganet deuz corf ho mamm dic’halloud e kenver ar vriedelez ; lod all, hag a zo lakeat evelse gant an dud ; lod all erfin hag a zo en em lakeat ho-unan dic’halloud e kenver ar vriedelez, ar re a fell d’ezho chom guerc’h, abalamour da rouantelez Doue. Ra gompreno ha ra vevo er guerc’hded an hini a c’hello compren gant sicour gras Doue. »

Gras Doue a deu dre ar beden. Jesus a lavare d’ezho eur barabolen divarbenn ma rankor ato pedi eb scuiza morse. « En eur gear, emezhan, ez oa eur barner ne zouje ket Doue ha n’hen doa aon rag den. Er gear-ze ez oa ive eun intanvez a deue d’he gaout en eur lavaret : « Grit d’in justis eneb va