Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —

Tostaat a rea termen an deveziou ma tlie beza lamet euz ar bed. Jesus eta a grenveas he galon evit mont da Jerusalem. Cass a reas cannaded dirazhan, hag ez ejont en unan deuz keariou ar Zamaritaned evit pourchass d’ezhan peb tra. Mes na oue ket digemeret gantho, abalamour m’han doa doare eun den a iea da Jerusalem. Jerusalem a ioa cassaet gant schismatiked ar Samarii. O velet an dra-ze, he ziskiblien Jakes ha Iann a lavaras : « Aotrou, c’hoant ho peus e lavarfemp da dan an env coueza ha pulluc’hi anezho ? » Jesus a en em zistroas hag a grozas anezho en eur lavaret : « Ne c’houzoc’h ket euz a be spered oc’h. Mab an den n’eo ket deut da goll an dud, mes d’ho zavetei. » Hag ez ajont en eur geriaden all.

Epad an hent, eun doctor a dosteas outhan hag a lavaras d’ezhan : « Mestr, me ’ heulio ac’hanoc’h e kement leac’h ma ’z eot. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Al lern ho deus ho zoullou, ha labousset an env ho deus ho neiziou ; mes Mab an den n’hen deus ket e peleac’h discuiza he benn. »

Lavaret a reas da eun all a ioa unan deuz he ziskiblien : « Heul ac’hanon. » Mes hennez a lavaras d’ezhan : « Aotrou, va lezit araog da vont da zebelia va zad. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Heul ac’hanon, ha lez ar re ’ zo maro da vuez Doue [1] da zebelia ar re varo. Evidot-te, kea ha prezeg rouantelez Doue. »

Eun all a lavaras : « Me heulio ac’hanoc’h, Aotrou ; mes va lezit araog da ziscregi deuz ar

  1. S. Aug. Serm. LXII, 2.