I
An noz yen a zo tenval,
Ar c'hanoliou a groz ;
Ar mindrailh, en eur skrijal,
A dremen ’us d’ar foz.
Pell eus e vro,
Tost d’ar maro
Stank, hep karante eur gwir vignon,
Stad ar zoudard
’zo kri ha stard,
Karget a hirnez hag a spouron.
DISKAN
D’an noz er foziou goue,
Dindan amzer direiz,
Gant an anken, ar spont, ar baourante
Krenan ’ra soudard Breiz.
II
Miziou hir a zo tec’het
Aboue an de digar
Ma lezemp ’n hon bro garet
Hon c’herent en glac’har.
Spont ar walen,
Bec’h an anken,
A waske goueled hon c’halonou ;
Met ’us d’ar vro,
Sklêr ha garo,
E tregerne hon youc’hadennou.
DISKAN
Pa fell difenn ar Gwir,
Gwasket gant tud a breiz,
’Vel e dud koz, ar vrezelourien dir,
Drant e kerz soudard Breiz !
III
Ne dalve ket dizrevel
Hon bue a boaniou,
Bodet endro d’hon banniel
Ni ’gan er stourmadou
Dirag maro
Na danjerio
Biskoaz eur Breton n’eus kilet.
Doue an Trec’h
’Ro nerz d’hon brec’h
Ha lore da Vreiz ’vo kinniget !
DISKAN
Mignoned Breiz-Izel,
Ne glevet ket, a-leiz
Moueziou ar bed estlammet o sevel
Da veuli soudard Breiz !
IV
Darempred ar C’hallaoued
Nag o skoueriou iskiz
N’o deus ket hon distaget
Diouz fe hon yaouankiz ;
Eur gwir Vreizad,
A zo dalc’hmad
Lorc’hus gant e vro hag e greden ;
Mibien Arvor
’Ra c’hoaz enor
D’o Yez, d’o Gouen ha d’ar Fe gristen.
DISKAN
Brud enorus e vro,
Skouer vad e vue reiz,
Drant er vue ha dinec’h er maro,
Doujet eo soudard Breiz !
V
An heol, an oabl, ar stered,
Dreist d’an trouziou marvel,
A doug lïes hon spered
Betek bro hon c’havel :
D’hon farkou glas,
D’hon c’hoajou bras,
D’hon c’hêrig en draouien amguzet,
D’ar vered koz,
’Lec’h ma repoz
’Skeud an Iliz koant, hon zud karet.
DISKAN
O karante dispar !
Birvidik en hon c’hreiz,
Da dôlen aour a zistan ar glac’har
E kalon soudard Breiz.
VI
Liës, daoust d’hon nerz-kalon,
E renkomp hirvoudi :
Hirie, ’man tro eur mignon
Warc’hoaz ’vo hon hini…
Ha d’hon c’horf paour,
Tolet hep laour
E beziou yen an douar estren,
Biken, siouaz !
Nep hon c’haras
Ne digaso c’houez-vad eur vleuen.
DISKAN
Pa ziskenn glaz an noz
Da zon kanvou brezel
Pedet, pedet ’vit an nep a repoz
Ken pell a Vreiz-lzel…
VII
Met lezomp ar velkoni,
Da vont gant an avel,
C’houekoc’h ’vo blaz an dudi
Pa vo fin d’ar brezel ;
War rôk, seder,
Bec’h d’ar gwasker !
’Vit difenn ar re ’zo, de ha noz,
Karante don
’Leiz o c’halon,
En hon broïg ker ouz hon gortoz.
DISKAN
Gante, de ar Viktor,
Tridal a rey ’n o c’hreiz,
Ouz zon branskellus kleier an Arvor
Kalon soudarded Breiz !
.