— Hê ! hê ! ma bugel, eme an O. person, o tigeri ar strap war an tôl, pelec’h ec’h ez ?… Gortoz, gortoz !…
— ’C’hanta, eme Erwan, divouzan a refet ? Ha fe, gwaz evidoc’h, êt eo ma fratik gant an all !… Me ne oan ket deut aman da chom.
— N’ouvean ket petra lavarez. Allo, prim d’an daoulin, ha grêz sin ar groaz.
— Mes, pa lavaran d’ac’h ez on prest !…
Ha setu jeu etre Erwan hag an O. person. ’Benn ar fin, heman a deuas a-benn, evelkent, da lakat ar pôtr da intent rêzon, hag ar govizion a grogas.
— Mat, ma bugel, neuze teus ket sonj a van ebet ken ?
— Nan… ha koulskoude… pa larin ar wirione, eun dra bennak am eus c’hoaz, mes ze, avat, na glevfet ket !
— Penôs ?… Eo laouen, ma mab bihan, lavar d’in tout…
— Na dalv ket d’ac’h chipotal !… Biken den na ouio an dra-ze… zur end-eün !
— Allo, allo, sell pesort kôjou ! Gôut awalc’h a rez eo red ’n em dizam ervad a-benn plijout d’an Otrou Doue. Ha den na glevo an dra-ze nemetan.
— Nan, nan, C’houi gont awalc’h, mes c’houi larfe marteze ?…
— Me ? Rin ket laouen, evelkent !
— Zur ?
— Nan zur.
— Mat, chilaouet neuze eta : Me ’m eus… ya, mes touet d’in na larfet ket !
— M’ hen tou… bez dinec’h !
— Mat, me ’m eus kavet eun neiz moualc’h e korn ar bern fagod, e park ar Flouren ; pevar u a zo ebarz, mes, ’n han Doue, serret ho keno, rak mar klevfe Pipi ha Jobig…
- Koulmig Arvor.