AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;
JULIE, 25 vloa LOUISA, 22 vloa |
an diou verc’h gwisket evel o mamm ; |
ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;
ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.
PLAC’H AL LIZEROU
Daoust hag aet int er-maez ? Ya, dre c’hras Doue… O, siouas ! (Oc’h azezan war eur gador) ya gwelet ho peus biskoaz kemend-all ?… ’Peus ket, a dra zur, na den beo ebet ivez ! N’eo ket eun ti eo heman, mes eun ifern. Ya, sonjet pesort andellou a reont d’in… (O lakat he fenn etre he daouarn) o, ma bro goant Breiz-Izel, o ma mamm garet, na me ’garfe c’hoaz ho kwelet !
Pa oan yaouank e ti ma zad,
Ma flijadur a oa dalc’hmad
En koajou Breiz, maluron,
Mont da vale.
Petra, petra am eus klevet ?
Eun de, siouaz e komeris (diou wech)
Penn an hent a gas da Bariz
Pell a goad Breiz, maluron
C’h ên da vale.
N’en em dromplen ket. Brezoneg, brezoneg a zo ganti (Selaou a ra c’hoaz.)
Siouaz, e lec’h evurusted,(diou wech)
N’em eus kavet ’met poan-spered !
Pell a goad Breiz, maluron
C’houerv eo bale.
(Anna a zav evit mont da velet, mes ar vouez a gan adarre ; chom a ra da zelaou.)
Mes komprenn a ran ar gentel,
Distrei a ran da Vreiz-Izel ;
En koajou Breiz, maluron
Dous eo bale
Petra ?… Piou ?… O, te a zo aze, Annet !… Gwell-laouen out… Sell, da valodenn ! Pelec’h ez evel-se ?
Pelec’h ? Da Vreiz-Izel, ma flac’h kez !
Da Vreiz-Izel ! Mont a rez d’ar gêr ?
Ya, ha n’eo ket ’rôk ar c’houlz.
Deus en ti eun tamm bihan, Annet.
Kement a laret Kenavo d’it mignonez, rak poent eo d’in kemer an tren… (O chom ’n he sav hag o sellet en-dro d’ei) Da unan out ?
Ya, ya, a drugare Doue… (Goude eur poz) Jezus, Annet, na te ’zo evurus !
A, ya ’vat, merc’h kês ; hirie ez eo savet an heol a du ganin. Sonj am eus da douch eun heritach a bevar-ugent mil lur !
Pevar… ugent… mil… lur, santez Anna !
A-berz eur yontr d’in. Eur chans eo ha na gonten ket varnean evit c’hoaz.
Pegouls eo arru ar c’helou ganit ?
Mes dioustu, ’ta ! ’Teus ket klevet ? Koulskoude unan eus da dimezelled he deus digoret ma lizer… Plac’h al lizerou he devoa en en dromplet hag e sonje d’ezi eo evidout e oa al lizer.
Eul lizer evidoun !… Pevar-ugent mil lur … Gortoz, gortoz ! A, breman ’welan, breman komprenan !
Petra ?
Ya, ya, skler eo an treo d’in breman. O, an ter drompen !
Mes, lavar din petra da vihanan !
O, ma merc’h paour, biken ne zonji pegen fentus eo an taol-ze. Mar ’tije gwelet an ter strakell-ze… ma mestrezed,… oc’h ober ton d’in ar c’hreisteiz-man, mar sonjfes pe sort ardou a raent d’in : « Annaïg », a lez-man, « Annaig », a lez-hont… ; ober d’in mont da dibri gante,… serviji ac’hanoun, … pokat d’in, ha me ’oar ! Boemet e oan gante, ha n’ouveen petra da sonjal, pan arruas ar borzierez d’ober klask war eul lizer bennak a oa sanset d’in,… da hini breman, welan,… hag a oa bet digoret gant ma lakezenn.
Mar ’tije gwelet pesort penn a rae an dimezell-ze o tispakan al lizer. mar ’tije gwelet penôs e oa koueet o c’herc’h war o segal, o klevet komjou ar plac’h-se ! Na oa ket aet kuit met a boan, ma oa chenchamant kantik. Boutet e voen er maez gant an hanoiou dereatan, hep na ouien petra a oa krog enne nag eus a belec’h e teuent.
Komprenn a rez eveldoun, marvat ; ar re-ze a zonje eo me a oa an heritourez vras-se hag e oant krog dija da flouran ma yalc’had… Lar ha n’eo ket fentus a-walc’h an dro-ze ?
A, eo avat, kement-se n’eo ket fall. Talveout a ra ar boan bean kontet. Kenta tra a larin pa vin arru a Breiz e vo ze… O, an ter lousken !… Da laret eo, o brud vat ne vo ket a waz tamm ebet ; anaveet int pell zo evit pez ec’h int hag e Pariz hag a Breiz,… nemet, memes tra, ze n’am bije kredet biken evelkent, o la la… (O sellet ouz he montr) mes, pa zonjan, Annaïg kêz, poent eo d’in mont ;… mankan a rin ma zren… Allo, kenavo. Ro eur pok d’in.
Kenavo ebet !… Me a zo ivez o vont ganit. Me ivez a zo o vont da zistrei d’am bro.
A ya, ze eo ! Deus ganin ! Deus d’ar gêr ; na chomez ket en toul-man da vervel.
Ma fak, hag en-dro ! (O kanan)
Da goajou Breiz, maluron
Demp da vale.
(Mont ha dont a ra dre ar zall, o klask ar pez a zo d’ezi. Annet a vouskan. Souden an nor a zigor hag an itron a zeu en ti, kounnaret).
Petra ’peus c’houi da furchal ma zi-me, laerez ’zo ac’hanoc’h ? Aman eman ho plas ? A, er zall e tigemeret ho mignonezed ?… E gwirionez, kement-man n’ eo ket fall… (O hejan anezi) deut oc’h d’ober ho labour ?
Itron, mar plich…
Petra zinifi kement-man ? Petra ’zo a nevez, mamm ?
Petra ’zo… (O welet Anna hag he mignonez) a bon avat ! ar zalliou a zo graet evit Ar mitizien breman, war a welan.
A houman eo ar zall ! O, fe ’vat, n’eo ket re gaer evit mitizen ; dereat eo d’ober eur c’houldri…
Han, petra ’lar houman ?
Laret eo dereatoc’h lakat er zall eur vatez savet mat evit eun dimezell savet fall.
Panôs, savet fall ?… Ma merc’hed a zo savet fall !!
Ma gred d’in penôs an hini a zigor lizeriou an dud-all, n’eo ket hanvet eur plac’h savet mat e bro ebet.
Petra ’lar ar radoterez-ze ?
D’ober petra e chom houman da furchal an treo aman ? Aet oc’h d’ober ho labour ?
Breman ’z eun eur ne gomzec’h ket evel-se !
Han !…
Pa zonjec’h lodenni ganin eur yalc’hadig aour a bevar-ugent mil lur. Allaz, c’houitet oc’h !
Mar sonjfent eo me an heritourez evurus-se, marteze e vefent teneroc’h ouzin evit nan int. JULIE ha LOUIZA Penôs, c’houi ’n hini eo ?…
Ya, merc’hed, paour. Me eo zur ! N’ho peus ket c’hoant da rei eur pok d’in ?
Penôs eo digoueet an heritach-se ganec’h-c’houi ?
Gwell en dije graet kouean ganec’h, kuita ?
En gortoz e oac’h dioutan ?
’N em vesket eus ho pemp krampouezenn, mar plich ; ha lezet ma c’hont ganin. Kement-se n’eo ket hoc’h afer… (Krenvoc’h) Allo, Anna, arru out ?
Ya, ya, arru oun.
penôs, Anna, petra ’laret ?
Kenavo d’ec’h, itronezed,
Kuit ec’h ez ?
Ya, mont a ran war ma c’hiz d’ar vro n’ am bije biken kuitaat, bro ar garante hag al lealded.
Distrei a ray p’he devo eun heritach da douch. Neuze, herve kont, ez eo brao bean en-dro d’ec’h.
Graet hon gourc’hemennou d’hon c’henvroïz.
penôs, n’eo ket a-walc’h d’ec’h bean aman dizenor ho pro, hoc’h eus c’hoant e ve kaset ar c’helou mantrus-se d’ho kenvroïz ?… Nan, nan, aman eman ho lec’h. O koll bugale eveldoc’h, Breiz-Izel n’eo nemet a well. (Mont a reont er-maez… An ter-all a chom eur pennad d’en en zellet.
- (Da heuilh)
- KOULMIG ARVOR.
- (Da heuilh)