Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/446

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338


Iann ia d’ann traon, Iann ia d’ann nec’h :
— Ai-ta ! dao, Guillaou, war he lerc’h !
Difreiz vi evit-han,
— Osa ! skes ! skes !
Skuiz eo, kamm eo ; te zo skan !

— Skuizet awalc’h e ma gan-in ;
Bremaig he reisionninn !
— Ao ! ao ! Iann-ar zaoz, tec’h !
— Osa ! skes ! skes !
Ma ann diaol braz war da lerc’h ! —

Prajou ho deuz-int tremenet,
Poazi ar geod hi ho deuz gret ;
Parkou deuz-int treuzet,
— Osa ! skes ! skes !
Na c’hreunio na kerc’h nag ed.

Na vronzo gwe el liorzao ;
Pikouz ar blun, ’vel gand ar glao.
Me garfe, ’m gwirione,
— Osa ! skes ! skes !
Osa ! skes ! skes !
Me garfe, ’m gwirione,
’N em dagfent ’nn eil egile !


————