Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/426

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318


« Meur a hini a skuill gwin ru,
A zkuillo bremaik goad dru.

« Meur a hini a rei ludu,
A c’hoari ’vad he zen doc’htu. »

Meur a hini stoue he dal
War bordig ann dol, meo dal,

Ha pa oa losket eur glemvan !
— Ann tan ! potred, ann tan ! ann tan !

Ann tan ! ann tan ! tec’homp, potred !
Jannedik-flamm deuz han laket ! —

Jannedik-flamm zo ann teran
A zo enn douar, a gredann ;

Laket e doa Jannedik-flamm
Ann tan e pevar korn ar c’hamp ;

Ken a oa ar flammou gwentet,
Hag ann noz du sklerijennet ;

Kouls hag ann dinellou devet,
Kouls hag ar C’halloued rostet,

Ha tri mil anhe luduet,
Ha nemet kant ne oa chomet.


IV.


Ha Jannedik-flamm a c’hoarze,
Toull he fenestr, ar mintin-ze,

War ar mez pe defa sellet,
O welet ar c’hamp distrujet,

Ha mouged euz ann dinellou,
Luduet holl e bernigou.