Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264


Daou zen iaouang a ziaze
A oe dimezet ann deiz-ze.

Triouec’h kemener a oe bet
D’aoza d’ezhi sae he eured ;

D’aoza d’ezhi sae he eured,
Oa enn hi daouzek a stered ;

Oa enn hi daouzek a stered,
Hag ann heol hag al loar pintet.

Triouec’h kemener d’he gwiska,
Nemet Satan d’he diwiska.

Ann oferen pa oe kanet,
E tistroaz barz ar vered.

O vont tre barz ann iliz,
Oa ker kaer evel bleun eul liz ;

O tont endro trezek dor-zal,
Oa ker vaen hag eunn durzunal.

Setu eunn aotrou braz fichet,
Hag hen penn-da-benn houarneset ;

Hag eunn tok-houarn aour war he benn,
Hag eur paltok ruz war he gein ;

He lagad evel luc’heden,
Dindan he dok-houarn enn he benn ;

Ha gant-han eunn inkane saoz,
Hag hen ken du evel ann noz ;

Eunn inkane, tan diouc’h he dreid,
Evel hini ’nn aotrou marc’hek,

Ann aotrou Piar Izel-vet,
(Bezet gant Doue pardonet !)