Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/330

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222

Nemed da laza ’r vac’herien,
Em euz-me ganet va mipien ! » —

Ha deuz eunn eil tan d’egile
A eent, hed-ha-hed ar mene :
— Timat ! timat ! boud ! boud ! iou ! iou !
Tan-ru war botred-ar-gwiriou ! —

O tont d’ann traon gand ar mene
Tri mil ha kant a oa anhe ;
Ha pa oant digouet e Langoad,
E oant nao mill enn eur bagad.

Pa oant digouet e Keraran,
E oant tregont mil ha tri c’hant ;
Ha Kado a vennaz neuze :
— Ai’ta ! ama ’nn hani e ! —

N’oa ked he gomz peurlavaret,
Tri-c’hant karrad lann oa kaset
Ha laket tro-war-dro d’ar ger,
Hag ann tan enn hi fol ha ter ;

Eunn tan ken fol, eunn tan ken ter
Ma teuze enn han ar ferc’hier,
Ma strake enn han ann eskern
Evel re zaoned enn ifern.

Ma iudent gant kounnar, enn noz,
Evel bleizi koezet er foz ;
Ha tronoz pa zavaz ann heol,
Oa ’r gwiraerien luduet holl.


————