Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220


— Me, ma danvez a ia da goll,
Da goll a eann enn holl-d’ann-holl ;
Ken na vo ar bloaz achuet,
Vo red d’in mont da glask ma boed.

Da glask ho poed na eot ket,
Eunn tu gan-in ne laran ket ;
Mar ’d eo trouz ha kann a glaskont
Ken na vezo de a geffont !

— Kent ann de keffont trouz ha kann !
Nini hen toue mor ha taran !
Nini hen toue stered ha loar !
Nini hen toue nenv ha douar ! —

Hag hen da gemer eur skod-tan
Ha peb eunn eur skod evel-t-han :
— Enn hent, potred, enn hent breman !
Ha prim etresek Keraran. —

He c’hreg gant-han er penn a-rok,
Gant hi war he skoa zeou eur c’hrog,
Hag hi o kana trema’iee :
— « Timat ! timat! va bugale !

« Ne ket ’vit mont da glask ho boed
Em euz va zregont mab ganet ;
Ne ked evid dougen keuneut,
Oh ! na mein-ben-rez ken-nebeut !

« Ne ked evid dougen ar zamm
E ma int bet ganet gand ho mamm,
Ne ked evit pila lann glaz,
Pila lann kri gand ho zreid noaz ;

« Ne ked ’hend-all evit peuri
Ronsed, chas-red hag evned kri :