Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/222

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
114



VI.


Marzin-Barz, abeban e teuz,
Toullet da zillad treuz-didreuz ?

Da belec’h ez-te evelhenn,
Diskabel-kaer ha dierc’hen ?

Da belec’h ez-te evelhenn,
Marzin goz, gand da vaz kelen ?

— Mont a rann da glask ma delen,
Frealz am c’halon er bed-men ;

Klask ma delen ha ma bizaou
Pere am euz kollet ho daou.

— Marzin, Marzin, na chifet ket,
Ho telen n’ed eo ket kollet ;

Ho telen n’ed eo ket kollet,
Nag ho pizou aour ken-neubet.

Deut tre enn ti, deut tre, Marzin,
Da zibri enn tamm boued gan-in.

— Mont gant ma hent na zaleinn,
Na tamm boued e-bet na zebrinn,

Na zebrinn tamm boued war ar bed,
Ken n’am bo ma delen kavet.

— Marzin ! Marzin ! ouz-in sentet :
Ho telen a vezo kavet. —

Kement ma bet pedet gant-hi,
Kement e ma deut tre enn ti.

Ken a zigouezaz, da barde,
Mabig ar c’hroac’h goz : hag hen tre ;