Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/495

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


D’ar broiou-all, — ho ! — da vervel ;
Pell, siouaz ! euz a Vreiz-Izel !


kenta labourer

E Breiz-Izel er maneriou
Oa tud vad o difenn ar vrou ;

Brema, penn-ann-dol, e weler,
Neb a vire saout ar maner,

Er maner, pa oa un den paour,
N’hel loskec’h ket pell toull ann nour ;

Ann itron vad, o vont d’ann arc’h,
Diskarge bleud kerc’h leiz he zac’h ;

Boed a roe d’ann neb en doa naon,
Ha louzou d’ann neb a oa klaon.

Boed na louzou mui na roer,
Re baour a dec’h ouz ar maner ;

Penn-izel, a dec’h ann dud paour,
Gand aoun ar c’hi e toull ann nour ;

Gand aoun ar c’hi p’ini a lamm
Gand ar c’houer ha gand e vamm.


eil labourer

Ar bloaz oe ma mamm intanvez,
Oe d’am mamm eur gwall vloavez.