Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/426

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Me wel ann dragoned erru ;
Sternou lugernuz, dillad ru.

— Me na gredann ked em c’halon,
E krogfe enn on eunn dragon ;

Na gredann ket ve deut ar c’hiz
Ma krog ann dragon er markiz. —

Oa ked he gomz peur-achuet,
Tre-barz ar zal ho deuz lammet.

Hag hen da beg ’nn he bistolenn :
— Neb a dost ouz-in ’n defo ’nn tenn !

Ar person koz dal’ m’her gwelaz,
Dirag ar markiz ’nem strinkaz :

— Enn hano Doue, ho Salver,
Na dennet ket, ma otrou ker ! —

Pa glevaz hano hor Salver
En deuz gouzanvet gand dousder ;

Hano hor Salver pa glevaz,
Daoust d’he spered hen a oelaz ;

Rez he galon strakaz he zent ;
Ken a droc’haz, sonn : « Deomp d'ann hent ! »

A-dreuz parrez Lignol pa ee,
Ar gouer paour a lavare :

Laret a ree al Lignoliz :
— Pec’hed eo eren ar markiz !

Pa ee ebiou parrez Berne,
Digouet eur frapad bugale :