Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


O vont tre barz ann iliz,
Oa ker kaer evel bleun al liz ;

O tont endro trezek dor-zal,
Oa ker vaen hag eunn durzunal.

Setu eunn aotrou braz fichet,
Hag hen penn-da-benn houarneset ;

Hag eunn tok-houarn aour war he benn,
Hag eur paltok ruz war he gein ;

He lagad evel luc’heden,
Dindan he dok-houarn enn he benn ;

Ha gant-han eunn inkane saoz ;
Hag hen ken du evel ann noz,

Eunn inkane, tan diouc’h he dreid,
Evel hini ’nn aotrou marc’hek,

Ann aotrou Piar Izel-vet,
(Bezet gant Doue pardonet !)

— Taolit d’i-me ar plac’h neve,
Da gas da welet d’am zud-me ;

Da gas d’am zud-me da welet ;
Bremaig e vinn distroet —

Kaer oa gortoz ar plac’h nevez,
Ar plac’h nevez na zistroez.