Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/176

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ar marc’hek koz, evel m’ he glevaz,
Awalc’h he galon c’hoarzin a reaz.

— Piou, han diaoul ’ta, en deuz ho sternet
Ma ne d- oc’h bet evel-se ganet ?

— Ann hini en deuz gwir da ober,
Hen-nez en deuz gret, va mabik ker.

— Ha piou neuz brema gwir da ober ?
— Den nemed ann otrou kont Kemper.

Lavar ive ann tol-ma d’i-me ;
Gwelaz-te eunn den evel-d-on-me ?

— Eunn den evel-d-hoc’h am euz gwelet :
Ha dre-ze re, otrou, e ma eet. —


II

Hag ar potr d’ar ger enn eur redek :
Ha war varlen he vamm, ha prezek :

— Ma mammik, ma mamm, na ouzoc’h ket ?
Biskoaz tra ker brao n’am boa gwelet ;
 
Biskoaz netra ker brao na weliz
Hag am euz gwelet hiriou ann deiz :

Braoc’h den hag ann otrou Mikel
A zo enn hon iliz, ann arc’hel !

— N’ euz den, ma map, braoc’h koulskoude,
Braoc’h evid elez hon Doue.